Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2
Manage episode 441614691 series 3569089
Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud.
Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se.
Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int mut war ar c’hudennoù-se.
Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro @Yuna Cojan.
E miz C’hwevrer 2017, hep menegiñ mann ebet d’ar mediaoù, un arbennigour eus Skol ar Minoù a zo fiziet gant ajañs ar yec’hed da studiañ un arventenn resis : riskl daskrignadur an Essure (risque de corosion galvanique, en galleg).
N’eo ket bet kelaouet, nag ar mediaoù, nag an 240.00 maouez gant disoc’hoù ar studiadenn-se. Pad all e oa sklaer an disoc’hoù : risklus-tre eo an Essure.
« Essure ‘zo rik e-giz ur bilenn er c’horf ! » Setu ar pezh a zo bet lâret deomp gant ar skiantour en deus graet ar studiadenn. Evel ma vefe ur pol + hag ur pol -. Ha blam da se e tigas daskrignadur. Peadra da grouiñ allergiezhoù warlerc’h…
« Evel louzoù rashed eo an Essure » : bamet eo ar skiantour ne vije ket bet titouret ar maouezed gant aozadurioù ar yec’hed.
27 episod