Pergi ke luar talian dengan aplikasi Player FM !
Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1
Manage episode 441446883 series 3569089
Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed.
Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus.
Dindan un nebeut mizioù e krog Isabelle da gaout bec’h gant he skevent. A-greiz-holl ez a he yec’hed war fallaat : droug-skevent, diaezamantoù anaoudel, koll nerzh muioc’h muiañ a rae, betek kouezhañ, kaout poan kigennoù, pere a redi anezhi da vont gant ur gador-ruilh.
Sur eo Isabelle, « Essure en deus kemeret 10 vloaz eus ma buhez diganin, euzus e oa. Santout a raen e oa erru ganin korf ur plac’h kozh gant kaout poan e pep lec’h ha n’hellen sevel na bale. Ma gwaz an hini a gase ac’hanon d’ar privezioù ».
Ouzhpenn 240.000 maouez e Frañs a vez gant an ensteudoù Essure ha n’eus bet den o lavarout dezho e vefe ur riskl bennak gant an ensteudad.
Hag evit adkavout ur seblant buhez « normal » ez eus bet tennet o mammog da dost da 30.000 maouez betek-hen e Frañs.
35 episod

Semua episod
×
1 Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17 15:27

1 Lizher-kelaouiñ : temptadur ar betoñs en arvor #16 14:02

1 Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15 12:44

1 War France Bleu Breizh Izel he deus displeget Caroline Trouillet petra eo ar c’houlzad arc’hantaouiñ kinniget gant « Splann ! » 1:56

1 [Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14 10:54

1 Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3 14:15

1 Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2 17:22

1 Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1 19:06
Selamat datang ke Player FM
Player FM mengimbas laman-laman web bagi podcast berkualiti tinggi untuk anda nikmati sekarang. Ia merupakan aplikasi podcast terbaik dan berfungsi untuk Android, iPhone, dan web. Daftar untuk melaraskan langganan merentasi peranti.